Start eo ar jeu gant Stade Roazhon e 2024-2025!
Taolomp ur sell war an derbi ‘vo dalc’het warc’hoazh da geñver 18vet devezh kampionad melldroad etre Stad Roazhon ha Stad Brest, melldroad gwant ar wazed sur dac’h.
Met lakomp ar gaoz war Stad Roazhon hudu… N’a ket gwall vat abaoe ar bloavezh diwezhañ hag ar bloaz-mañ e vo gwasoc’h an traoù ‘vit pezh ‘oa e 2023-2024. Evit poent emañ skipailh Roazhon e 14vet plas eus ar renkadur gant 17 poent bet rastellet hepken betek-hen. Gounezet ‘neunt Roazhoniz 5 match, 2 match rampo ha kollet ‘neunt 10 krogad… Perak emañ skipailh Roazhon ‘ba ur stad ken reuzeudik ?
Evit Padrig Ferog, harper Roazhon anezhañ e c’haller soñjal ‘zo bet graet fazioù strategiezh gant perc’henned ar c’hleub. Emañ gant Erwan Blanchard.