àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dilennadegoù Kambr al labour-douar: sell ar C'honfederation Paysanne

Dilennadegoù Kambr al labour-douar: sell ar C'honfederation Paysanne

Bep 6 vloaz ‘vez aozet dilennadegoù gant Kambreier al labour-douar. D’ar beizanted zo o labourat , d’ar re zo war o leve ha da implijidi bed al labour-douar da c’hellout dibab o dileuridi a gaso politikerezh al labour-douar war o zakad. Abaoe dimerc’her e c’hall an holl dud-se votiñ ha kement mañ betek an 31 a viz Genver. ‘Ba Breizh eo aozet an dilennadegoù, dre departamant, evit envel an dilennidi ‘ba Kambr labour-douar Breizh. Dalc’het eo « ar gambr rannvroel » gant sindikad kentañ Bro-C’hall, an FDSEA. Teir listenn zo war ar renk : hini an FDSEA, Coordination Rurale ha Confédération Paysanne... Roomp ar gaoz hudu da Julien Taleg. Saver saout kig eo ‘ba Brenniliz ‘ba Menez Are. E penn listenn ar C’honf emañ ‘ba Penn-ar-Bed. Da gentañ e tisplega deomp un tamm eus al labour zo kaset gant an daou dilennad eus e sindikad. Emañ Julien Taleg gant Erwan Blanchard.

Poltred gant Nicolas Le Borgne.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio