àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kuitaat pe chom war ar rouedad X?

Kuitaat pe chom war ar rouedad X?

Chom pe kuitaat ar rouedad sokial X, bet Twitter ? Kalzig a dud ‘neunt tapet an diviz-se met ivez kazetennoù evel Ouest-France, La Vanguardia, The Guardian; ensavadurioù evel Memorial de Caen; Rannvro Breizh; dilennidi 'zo eus strolladoù eus an tu kleiz, skolioù meur evel Roazhon 2, Naoned hag Aix-Marseille pe c’hoazh kleub melldroad Red Star. X, ur rouedad sokial zo bet prenet gant Elon Musk e miz Here 2022. Elon Musk an den pinvidikañ zo ‘bar bed ‘neus soutenet ha dougenet prantad kaballiñ Donald Trump zo bet dilennet prezidant USA e miz Du tremenet. Met ouzhpenn an dra se ‘neus degaset c’hoant da dud 'zo mont da lakaat o anv war Bluesky pe c’hoazh Mastodon: ar cheñchamant linenn stur zo bet divizet gant Musk. Hiniennoù ‘neunt divizet kuitaat pe paouez gant implijout X evel Yann-Vari ar Brusk ha Clyde Clugy-Belmont…

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio