àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - Meurzh 14 a viz Genver

Avel Em Fenn - Meurzh 14 a viz Genver

«Melezour» : Setu anv pladenn pedervet daouad Talec-Noguet. Akordeoñs, kan, ha traoù diaes da lâr a-wechoù...met lâret int memestra, pe vefe e brezhoneg, pe vefe e galleg ! Maelle Auzias, deus Radio Kreizh Breizh, he deus aterset Rozenn Taleg er studio Rostren, ha senet gante un ton ivez !

E 1954 e Poullaouen oa bet krouet ar fest-noz "modern" kentañ gant Loeiz Ropars. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.

Peseurt liammoù a zo etre an Eisteddfod, ar gouel bras e vez aozet e Kembre ha Gouel Broadel ar Brezhoneg, a lid yezh ha sevenadur Breizh. Claire Le Moing, eus ar gevredigezh Migoned ar Brezhoneg, a zo ouzh mikro Neshka, eus Radio Bro Gwened.

Bep miz e vez kinniget e lizher-kelaouiñ gant ar media dizalc’h Splann. Perak dizalc’h ? Peogwir n’eo ket arch’antaouet gant embregerezhioù pe gant arc’hant publik. Adkavomp Juliette Cabaçao Roger ouzh mikro Enora Molac, deus radio BOA.

Teknik : Mael Krenn

Keleier : Aodren Saner

Tonioù : Tomaz Le Gourrierec, stajiad Roudour Lannuon

Meteo : Yannig Jaouen, stajiad Roudour Kemper

Buheziñ : Yann Boishardy

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio