Peseurt gwez plantañ gant an hin o cheñch ?
Ar goañv a zo ur mare mat er bloaz da blantañ gwez el liorzh, dezhe d’ober gwrizioù don ha nerzhus. Met o cheñch emañ an hin, neuze peseurt gwez a c’hallfemp plantañ en Breizh, evit gallout produiñ frouezh e-leizh en dazont ? Gwenvael Delanoe Ar Berr ‘zo bet o c’houlenn kement-mañ da Cyril Mackler, ‘zo mager gwez frouezh en Bro Dreger.
‘Pezh ‘zo sur hervez Cyril Mackler, evit gellout kaout gwez nerzhus, ar pep gwellañ eo plantañ anezhe yaouank-tre, ha gant gwrizioù noazh. Da lâret eo gwez na vezont ket gwerzhet gant podoù douar. A-drugarez da se e c’hell ar wezenn ‘n em silañ gwelloc’h en douar lec’h ma vo plantet.