àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 13 a viz Genver 2025

Keleier ar vro d'al Lun 13 a viz Genver 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel

Peseurt gwez da blantañ gant an hin o cheñch ?

Ar goañv eo ur mare mat er bloaz da blantañ gwez el liorzh, dezhe d’ober gwrizioù don ha nerzhus. Met o cheñch emañ an hin, neuze peseurt gwez a c’hallfemp plantañ en Breizh, da gellet produiñ frouezh e-leizh en dazont ? Gwenvael Delanoe Ar Berr ‘zo bet o c’houlenn kement-mañ da Cyril Mackler, ‘zo mager gwez frouezh en Bro Dreger.

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr

Tantad gwez nedeleg e Kawan

Evel bop ‘ploaz, daoust d’ar yenijenn, eo bet bodet an dud e Kawan, en Bro Dreger, da lidañ en ur mod ispisial ar bloavezh nevez. Graet un tantad gant sapined Nedeleg a vez degaset gant dekadoù a dud eus ar vro. Klev a rit eo bet un darvoud plijus, evel ma vo kontet dimp gant Edith ha Fulup diouzhtu.

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr


Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Emgannoù a zo e Gaza hag e Jenin

  • Tanioù-gwall e Los Angeles

  • Lid 100vet stourm merc'hed ar friturioù

  • Distrujet eo Maner Kernod gant an tan e Mellag

  • Disoc'hoù melldroad an dibenn-sizhun

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio