Votet eo bet ur programm evit kas ar brezhoneg àr-raok e Tolpad an Oriant
Votet eo bet get tolpad kêrioù An Oriant ur programm obererezhioù evit lakaat ar brezhoneg da vonet àr-raok etre 2025-2030. Kinniget ha kaset eo get Laure Le Marechal a zo dileuriadez ti-kêr en Henbond get skritell an UDB. Emañ Gael Briand, dileuriad UBD eñ ivez, é vonet da gontañ deomp petra a zo er programm-se. En ur c’houzout eo bet savet get sikour an UDB met ivez get kevredigezhioù él Amzer nevez, Bretagne culture diversité, Ofis ar brezhoneg, pe c’hoazh Ofis an diorren. Kaset eo bet an atersadenn get Aodren Trehin.
Ma faota deoc’h gouiet hiroc’h e vo kavet a-benn nebeut ar programm glok àr lec’hienn Tolpad An Oriant. Posubl e vo deoc’h ivez selaou stumm hir an atersadenn en abadenn Avel em fenn a vo skignet edan berr ha podkastet.