Kraou moc'h da vout kresket 'ba Plougerne: re a voc'h zo 'bar vro dija hervez PNE
Ur raktres da greskiñ ur stal da sevel moc’h ‘ra brud ‘ba Plougerne ! An aotre da greskiñ ar c’hraou ‘zo bet roet d’ar Gaec Simon gant prefed Penn-ar-Bed ha gant maer ar gumun e 2024. En holl e ‘vefe muioc’h ‘vit mil porc’hell savet ‘ba vilajenn ar C’hrouaneg. Dour ha Steriou Breizh, L 214 pe c’hoazh Plougerne Natur Environnement (PNE) zo savet ouzh ar raktres se. Muioc’h a displegadennoù gant Goulc’han Kervella, prezidant PNE… Emañ gant Erwan Blanchard.