Keleier ar vro d'al Lun 6 a viz Genver 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Ha rediet e vo al labourerien-douar zo gant an RSA labourat 15 eurvezh ouzhpenn?
Abaoe ar 1añ a viz genver eo lakaet e plas e Bro C’hall reform an RSA, ar c’horvoder minimum sokial. Ar re a c’hounez nebeutoc’h eget 500€ bep miz gant ul labour a vo lakaet e vo anv e France Travail ha rediet e vint kaout obererezhioù 15 eurvezh dre sizhun.Penn-ar-bed a oa e mesk an departamantoù test a-raok ma vehe astennet e Frañs a bezh ar reform.E kourz an diskar amzer paset, Ar c’honfederation Paysanne he deus kejet get renour France Travail hag izili ar c’huzul departamant evit goulenn chom hep lakaat ar reform e pleustr evit al labourerion douar. Asantet eo bet get Frans Travail met n’eo ket bet respontet sklaer get an departamant. Emañ c’hoazh ar sindikad é c’hortoz àr ho lerc’h. Displeget e vo hiroc’h deomp get Marine Robast a zo ezel ar c’honfederation paysanne. Emañ gant Aodren Trehin.
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:
Sindikalouerien Coordination Rurale war hentoù Bro-C'hall.
Nicolas Sarkozy el lez-varn adarre gant afer arc'hant Libia.
Didamallat ar re 'neunt aloubvet ar C'hapiotal 'ba Washington e fell da Donald Trump.
Marie Le Net zo bet div wech kampionez Frañs marc'h-houarn war bistenn 'ba Loudieg.