àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Kerdu 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Kerdu 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Redadeg 2026 : penaos eo bet graet ar choaz ?

Skipailh ar Redadeg a zo o paouez embann deiziadoù ha lec’hioù loc’hañ ha degouezh ar Redadeg 2026. Loc’hañ a ray eus Lanuon d'an 8 a viz Mae evit degouezhout en Naoned d'ar 16. Maina an Taleg a zo unan ar pevar c’henbrezidanted ha kenbrezidantezed ar gevredigezh. Emañ doc'h mikro Aodren Trehin.

Staj advouezhiañ e Gwengamp

'Benn warc’hoazh disadorn, e ti ar vro Gwengamp, en em lako daouzek brezhonegerez ha brezhoneger yaouank d’en em stummañ war an advouezhiañ en o yezh. Gant Tangi Daniel, a-berz Dizale, e vo roet un tañva d’ar vicher-se. Met moarvat e vo aozet un eil staj gant Ti ar Vro, evit lak ar stajidi da deskiñ muioc’h, hag evit reiñ an tu da vuioc’h a dud da gemer perzh… Re a dud ‘zo bet o lakaat oc’h anvioù evit ma vefent digemeret holl, ‘vel ma lâro deomp Vonig Fraval, a-berzh Ti ar Vro Gwengamp.

Komzet e vo ivez eus :

  • an enkadenn en Mayotte

  • disoc'h prosez Dominique Pelicot hag an hanterkant palforser

  • an divizoù e kuzul rannvro Broioù al Liger

  • ar Vendee Globe

  • devezh diwezhañ labouradeg Saupiquet en Kemper

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio