àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Kerzu 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Kerzu 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Daoust hag-eñ e vefe ret cheñch republik evit ma c’hellfe padout ur gouarnamant ?

Strolladoù politikel zo a fell dezhe cheñch bonnreizh evit ma klotfe gwelloc’h gant ar gevredigezh a-vremañ. An tu kleiz emrenour Unvaniezh Demokratel Breizh en deus kinniget ur raktres bonnreizh nevez just a walc'h, gant ar pal sevel ur Republik Kevreadel lec’h ma vije galloudoù ledan d’ar broioù ‘giz Breizh, Euskadi an Hanternoz pe c'hoazh Elzass. Tifenn Siret mouezh aotreet an UDB a ginnig ar raktres deomp.

Fiksionou radio diwar mojennoù Breizh

Setu al labour a zo bet boulc'het gant skolajidi ha skolajiadezed 5vet klas skolaj diwan ar releg. Peder vojenn a oa bet adtsummet ganto, enrollet da c’houde ha kempennet mat gant Anaïs Leroux. Ar c’hannerezed noz pe c’hoazh an Ankou pedet d’ar friko a ya d’ober ul lodenn eus ar fiktionou se da skouer. Soizig Kerouredan, penngasourez ar skolaj, ha Jeremie Moizan, kelenner war ar brezhoneg, o deus renet al labour se.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kondaonet eo bet Nicolas Sarkozy en afer Bismuth

- Da 9e30 bremaik ec'h embanno ar varnerien disoc'h prosez gwalloù Mazan

- Cheñchamant an hin en deus bet ul levezon war ar gorventenn Chido, en deus skoet Mayotte

- Daou vloaz goude ar gwallzarvoud e kendalc'h batirioù lithium Bollore Logistics da saotrañ an dour

- 150 bez eus ar grenn-amzer a zo bet diskoachet e kreiz-kêr Reuzied

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio