àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Kerzu 2024

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Kerzu 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin

Ar roudoù, ur rummad prezegennoù àr ar sonerezh hengounel

Kinniget eo da geñver festival sonerezh ar bed No Border a-c’houde tri blez. Disadorn, er C’houartz e Brest, eo àr roudoù skrivet ar repertoeroù hengounel e oa lakaet ar gaoz… Peseurt feson e c’heller implij anezhe hiriv, peseurt feson e c’haller adperc’hennañ anezhe ? Marc Clerivet ha Tristan Jezekel-Coajou a oa deuet da zegas respontoù. O daou a zo sonerion hag e penn ar stummadur arzel Pont Supérieur e Roazhon. Tristan Jezekel-Coajou a zo get Erwan Blanchard.

Lakaet eo Ti ar gouren e gwerzh !

Un ti a oa bet savet e Berrien e 1984. Divizet o deus dilennidi departamant Penn-ar-Bed ha Park an Arvorig en em dizober ag ul lodenn ag ar savadurioù int perc’henn àrne. Ur mod evit an ensavadur lec’hel digreskiñ e gargoù. Pezh 'zo, eo Ti ar gouren annez pouezus Kevre Breizh ar gouren : ul lec’h ma vez aozet stajoù, stummadurioù. Àr-dro 2000 stajiad a vez degemeret eno bep blez. Ur c’holl bras hag ur ranngalon eo da c’hourenerion Breizh soñjal e c’hellehent koll o zi. Selaouomp Jerald Brunou, sekretour komite Gouren Penn-ar-Bed.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Ur gelc’hwidenn pe ur siklonenn bras spontus a zo bet disadorn e Mayotte. Chido eo e anv.

-Dec’h eh eus bet d’an nebeutañ 40 den lazhet hervez difenn sivil Gaza

-François Bayrou a ya da zegemer hiriv hag àrc’hoazh prezidanted ha prezidantezed ar strolladoù politikel

-Ouzhpenn kant den a oe e Karaez disadorn strollet evit prederiañ da hentadurioù al luskad politikel « Pour la Bretagne »

-Sport: Melldroad ar baotred ha neuierezh

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio