àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz Kerdu 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz Kerdu 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

En Douarnenez kumuniezh eo bet skubet kuit, pe digalonekaet, daou-ha-daou ugent dre-gant eus ar skipailh abaoe penn kentañ ar respetad.

Ar pezh a zo ur feur uhel-tre ! 11 kuzulier neuint roet o dilez diwar ar c’hwec’h warn-ugent abaoe 2020. Metig Jakez-Vargas zo bet o c'houlennata unan anezho a zo hi chomet, Katell Chantreau, kuzulierez kêr e Pouldregat ha kuzulierez e Douarnenez Kumuniezh. Komz a ra deomp eus diaesterioù an dilennidi lec'hel, ha perak ez eus kement dioñte o kuitaat o c'harg.

Skoazell an arzourien hag arzourezed, ha war an dro, skoazell ar re a aoz darvoudoù.

Sed aze pal ar gevredigezh A-STROLL, a-orin eus Bro-Dreger. Roet e vez kuzulioù liesseurt ha digoust d’ar sonerien ha sonerezed war an dachenn velestradurel. Met ivez neuze d’ar c’hevredigezhioù pe d’an tiez kêr a faota dezhe aozañ un darvoud sevenadurel hep bezañ arbennig evit en ober. Leandr Savineau, soner, a gonto dimp diouzhtu perak ‘oa ezhomm krouiñ A-STROLL.

Komzet e vo ivez :

  • eus an dispac'h ha brezel en Siria

  • eus divizoù da geñver ar budjed e Rannvro Breizh

  • eus ar gazetennerien ha kazetennerezed lazhet er bed

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio