àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - Lun 9 a viz Kerdu

Avel Em Fenn - Lun 9 a viz Kerdu

Gwelet e vez efedoù ar politikerezhioù frankizou, pa ec’h omp d’an ospital da skouer. Setu ar pezh a displeg Guy, a oa o vanifestiñ e Gwengamp Diryaou tremenet.

Kousto pe gousto e vez klasket epern an arc’hant diwar choug ar gelennerien, ar c’helennerezed, da skouer en ur tennañ arc’hant diwar o c'hopr pa vezont klañv. Neuze dispriz e vez sentet gant ar re a labour bemdez gant ar vugale, ar grennarded ar c’hrennardezed. Anne Koadig, deus Sud Education, a lâr deomp muioc’h.

Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig deiziataer an Nedeleg.

Goude an tanioù-gwall ba Menez Are e miz Gouere 2023, Aodren Saner doa c’hoant d’ober un dra bennak evit sikour a re all hag ar sistem yec’hed. Choajet he doa, neuze, d’en em stummañ evel pomperez a youl-vat.

Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe

Teknik : Gweltaz Heno

Buheziñ : Yann Boishardy

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio