Keleier ar vro d'ar Yaou 5 a viz Kerzu 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Gwask a vez lakaet war ar vinorelezh Rus e Letonia.
Kresket eo an aon na vefe taget ar broioù bihan-se gant an amezeg bras : Rusia. Rediet eo ar Rused ha rusezed o vevañ er vro da ziskouez int feal ouzh ar gouarnamant Leton, ha pas da Vladimir Poutine. Hag emañ gouarnamant Letonia o klask dilemel an holl roudoù Rus pe Soviedel a zo er vro. Ar bolitikerezh da geñver ar yezh a zeu e kreiz ar jeu ivez, ha taget e vez skolioù ar vinorelezh Rus. Muioc’h a zisplegadennoù a vo gant Aleksandra, Letonez eus kostez Riga, a ‘zo o chom bremañ en Kreiz Breizh.
Sinet en deus departamant Il-ha-Gwilen ar garta Ya d’ar Brezhoneg
Ur brastres war ar bolitikerezh yezh a oa bet kinniget e penn kentañ ar bloaz dija. Dec’h da noz e oa bodet dilennidi hag annezidi Il ha Gwilen ba Ti an departamant evit lid ar sinadur. Denez Marchand bezprezidant e karg deus ar sevenadur hag ar bolitikerezh yezh a vo klevet diouzhtu.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Kouezhet eo gouarnamant Barnier dec'h da noz
- Miliadoù a vanifesterien o deus galvet dec'h prezidant Korea ar Su, Yoon Suk-yeol, da reiñ e zilez
- Harz-labour a vo gant gopridi ar velestradurezh publik e Frañs hag e Breizh hiziv