àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Levrioù marc'hadmat a vo da brenañ gant Keit Vimp Bev !

Levrioù marc'hadmat a vo da brenañ gant Keit Vimp Bev !

Emañ an ti embann Keit Vimp Bev o prientiñ ur pezh cheñchamant. Setu ouzhpenn 40 vloaz 'zo e oa staliet an ti e Laz, er menezioù Du. Dilojañ a raio ar stal un nebeud kilometroù alese, e Kreiz Breizh atav, e Karaez. Un digarez evit diboultrennañ an ti ha dreist-holl aozañ ur Gwerzh vras eus ar stokoù levrioù bet embannet abaoe 1982 ! Levrioù « kolektor », c'hoarioù-taol e brezhoneg ha levrioù nevez flamm a vo da brenañ war al lec'h en dibenn sizhun-mañ. Muioc'h a ditouroù gant Laouen Nikolaz-Gourkuñv, a zo kenurzhierez ar gelaouenn Rouzig.



Klevet ho peus, peadra a vo da leuniañ paner an Tad-Nedeleg ! Ul levr a vo profet d'an holl re a zeuio d'ar Gwerzh ouzhpenn da se ! 'Benn disadorn ha disul e vo dalc'het Gwerzh a-vras Keit Vimp Bev e Laz neuze, etre 2e ha 6e goude mern.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio