Dilennidi ar Rannvro o weladenniñ Mervent
Hiziv e oa deuet Lena Louarn, bez-prezidantez kuzul rannvro Breizh, da weladenniñ kreizenn-stummañ Mervent e Gwengad. Emañ kargidi ar bolitikerezh-yezh oc'h echuiñ o zroiad evit teurel ur sell war mont en-dro ar c'hreizennoù stummañ war ar brezhoneg evit an dud gour, ha divizout war ar raktresoù da zont. Emañ Lena Louarn ouzh mikro Katell Uguen