Keleier ar vro d'al Lun 2 a viz Kerdu 2024
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
En en zifenn enep da feulsterioù seksist ha seksel
Da heul ar 25 a viz Du, an devezh stourm a-enep ar feulsterioù seksist ha seksel, e oa bet aozet ur staj emzifenn feminist e Kemper e-pad an dibenn-sizhun. Daouzek stajiadez, deuet a bep korn eus Breizh rak ral e chom c'hoazh seurt stajoù, o deus gallet deskiñ en em zifenn, ha pa vefe dre gomz pe oc'h implijout o c'horf. Nolwenn a oa unan eus ar berzhiadezed, displegañ a ra deomp perak he doa divizet lakaat he anv en ur staj seurt-se.
Nebeutoc’h a levrioù en brezhoneg gwerzhet evit ar re yaouank ?
Saloñs an embann evit ar yaouankiz a oa bet dalc'het e Pluguen dec'h, e-kichen Kemper. Setu tri bloaz zo ne oa ket bet eus an darvoud-mañ, hag evit an distro e oa bet lakaet war wel Bro Gembre er saloñs. Standoù tiez embann brezhonek evit ar vugale a oa evel-just, met ivez c'hoarioù ha sonadegoù evit ar re yaouank. Un digarez e oa ivez evit an embannerien da stadañ an traoù e bed an embann brezhonek. Camille Argouarc'h, eus an ti embann Keit Vimp Bev, Arnaud Elegouet eus an ti embann Bannoù-heol hag Alice Armenio-Koig, he doa studiet an embann levrioù e brezhoneg evit ar yaounakiz evit he memor, o doa kemeret perzh en un daol-grenn war an tem diwezhañ-mañ. Selaouomp anezhe.
Komzet e vo ivez :
eus raktres ar Surentez Hollek a vo lakaet da vezañ votet (pe get) bremaik
eus ar brezel en Siria, lec'h m'eo bet aloubet Alep gant an Djihadisted
eus Carlos Tavares, 'zo bet bountet maez eus embregerezh Stellantis