àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

38vet Telethon a vo dalc'het e-kerzh an dibenn-sizhun-mañ

38vet Telethon a vo dalc'het e-kerzh an dibenn-sizhun-mañ

Tost 93 milion a euroioù ‘oa bet dastumet evit an Telethon ‘ba Frañs warlene. N’eo ket bet pizh ar Vretoned ivez kar en holl eo muioc’h evit 6 milion ‘oa bet serret a-drugarez da gantadoù a animasionoù ‘oa bet kinniget e pep lec’h. Aozet eo an Telethon warc’hoazh ha disadorn. War wel ‘vo lakaet an darvoudoù ‘vo kinniget ‘ba Kemper adalek warc’hoazh. Skignet ‘vo war France Television ul lodenn anezho ! An 38vet gwech eo e vo dalc’het an Telethon. Ur gouel a-bouez-tre evit an dud zo tapet klañv gant kleñvedoù genetek hag evit o zud. Mikeal Konk, eus Plouguin, a stourm abaoe tregont vloaz evit kas ar muiañ a arc’hant d’an AFM, Association Française contre les Myopathies. Ur stourm kaset gantañ hag e wreg asambles gant tud all ‘ba kanton Gwitalmeze abaoe ma oa bet embannet dezho eo tapet unan eus o mibien gant ur c’hleñved genetek. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio