Keleier ar vro d'ar Merc'her 27 a viz Du 2024
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Devezh etrevroadel a-enep d'ar feulsterioù jener pe feulsterioù seksist ha seksel
Bep eil devezh e vez ur benlazh pe « féminicide » e Frañs. Ur plac'h diwar div he deus bet da c'houzañv feulsterioù seksel e-kerzh he buhez e Frañs dija. Kant div blac'h warn ugent a zo bet drouklazhet abaoe penn kentañ ar bloaz ouzhpenn da se, ha ne z a ket ar sifroù-se war zigresk abaoe dek vloaz. Manifestadegoù a oa bet dec'h neuze e kêrioù bras Breizh, evel e Kemper. Kantadoù a dud a oa en em vodet evit ober trouz ha klask cheñch penn d'ar vazh. Moira a oa en o zouez. Labourat a ra e bed ar yec'hed ha test eo eus ar feulsterioù jener. Kalz merc'hed a zigor o c'halon dezhi.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas
Eau du Ponant hag e ostilh nevez : Acceo
D'an 19 ha d'an 20 a viz Du e oa dalc'het er C'hwartz (Qwartz) e Brest devezhioù an darempredoù etre an embregerezhioù hag an implijerien-ezed. Eau du Ponant zo ur c'hevredad publik a ra war-dro dour un drederenn eus annezidi Penn-ar-bed. E norzh an departamant emañ staliet. Bep miz e resev Eau du Ponant ouzhpenn 6 000 taol pellgomz. Evit respont d'an implijerien hag an implejerezed a zo dalc'het evit klevout emañ o paouez lakaat e-plas an embregerezh un ostilh nevez anvet Acceo. Muioc'h a zisplegadennoù gant Pauline Kerscaven a zo karget gant ar c'hehentiñ e Eau du Ponant e Gwipavas.
Ur pennad-kaoz gant Maelys Poublanc deus Arvorig FM
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
Sinet zo bet un harz-tennañ etre Stad Israel ha Liban
Stourm al labourerien douar e Frañs
Harz Labour an Dokerien a zo bet galvet gant ar CGT
Manifestadeg evit difenn servij publik ar yec'hed en Aodoù an Arvor
Danevell ensavadur Abbé Pierre war al lojeiz dinatur e Rannvro Breizh
Trec'het zo bet ar vrestiz a-enep Barcelona e Lig ar Gampioned