Panelloù an RN164 zo bet divontet get ar c'holektif Ai'ta.
Disadorn da greizteiz doa n'um gavet ouzhpenn ugent a dud evit an obererezh-mañ. N'int ket bet pell é tivontiñ panelloù daou groashentro staliet àr an hent zo kemepennet a-nevez en termen-mañ. Stourm a ra ar c'holektif evit sevel krog ar brezhoneg er lec'hioù publik èl en tier-post, tier-gar pe àr an hentoù neuze. Tremenet eo mad an obererezh, panelloù divontet met pas ket distrujet, darempredoù sentus get an archerion ha lod bleinerion kollet ur sort ! Gwenael neus kemeret perzh disadorn, displeget neus hiroc'h da Yaëlle ar Mouel.