àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur gwir hentenn diwyezheg publik e Gwened.

Ur gwir hentenn diwyezheg publik e Gwened.

Setu ar pezh vez goulennet get meur a familh. Keunniget e vez an hentenn diwyezheg galleg-brezhoneg ba div skol publik e Gwened. Kani Kliskoed ha kani Rohan. Mes d'eus ket moaien d'ar vugale kendalc'h ha pa vez ret dezhe monet d'ar skolaj. A-c'houde meur a vlez e c'houlenna lod keret ma vo digoret an hentenn-se er skolaj Jules Simon. Pezh vez nac'het ingal a-gaoz ma ne vehe ket trawalc'h a vugale. Evit kendalc'h get ar brezhoneg deus chwajet lod monet d'ar skolaj Diwan, pezhani zo kêroc'h evite hrevez ar feson da jediñ. Ur lizher o deus kaset Valerie Le Foll ha Eric Pollein d'an ensellerezh akademiezh get fakturennoù evit goulenn bout digollet. Pas ket evit monet enep Diwan mes evit goulenn ur gwir servij publik. Glen Le Fol, mab Valérie, en trivet klas a zispleg deomp soñj e dud.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio