àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lidet 'vo 80 vloaz "Ar Falz" 'benn fin miz Even

Lidet 'vo 80 vloaz "Ar Falz" 'benn fin miz Even

'Ben fin ar miz, d'an 28, 'vo lidet 80 vloaz ar gevredigezh Ar Falz. Ar gevredigezh 'oa savet 'vit stourm 'vit 'ma 'vefe kelennet ar brezhoneg 'bar skol. Kroet 'oa gant ar mestr-skol Yann Sohier. Kinniget 'vo neuze ur c'hendiviz, ur c'hollok diwar-benn unan eus prezidanted veur 'zo bet o renañ ar Falz: Erwan Person e anv. Ginidik eus Plistin 'noa graet studioù 'ba Skol veur C'hall war ar broioù en tu all eus ar mor. War lerc'h, goude an eil brezel bed 'oa deuet da vout "merour trevadennel" (administrateur colonial) 'ba Afrika. Deomp pelloc'h gant Paolig Kombod, pdt ar Falz a-vremañ, evit goût hiroc'h diwar-benn Erwan Person ha peseurt mod 'oa deuet d'en em santet breizhad. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio