Daet eo er maez ar levr-pladenn "Douar-Neizh - Terre, ce nid".
da gentañ, un dastumadenn barzhonegoù skrivet get Matyas le Brun, e brezhoneg. Tamm ha tamm eo bet ledanaet e raktres ha daet eo da vout ur levr, ur bladenn hag un arvest get sonerion, lennerion, hag un danserez. Dre ur stil eeun hag hep stumm strizh e skriva Matyas Le Brun a-zivout an douar, an natur, ar pobloù, ar yezh. Kontiñ a ra deomp hiroc'h, doc'h mikro Yaelle ar Mouel.