Ti Leclerc Landerne stanket gant ar broduerien moc'h
Stanket 'oa kreizenn Leclerc 'ba Landerne hudu, etre 11e30 ha 16e00, gant hanter kant bennaket a broduerien moc'h 'zo izili eus ar JA hag an FDSEA Penn-ar-bed. abaoe meur a sizhun 'klaskont lakaat un tamm gwask ar stalioù bras 'vit lakaat 'nezho da displegañ d'ar gonsommatouerien eus pelec'h teu ar c'hig 'zo gwerzhet ganto. War un dro c'houlennont 'vefe prenet kêroc'h o marc'hadourezh 'vit gellet bevañ diwar o labour. War blas 'oa Emile Riou, pdt rann moc'h FDSEA 29. Ouzh mikro Erwan Blanchard.