àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

DARAN "L'homme dont les bras sont des branches" (2012) 1/5

DARAN "L'homme dont les bras sont des branches" (2012) 1/5

A-houde tri blez ema Daran é chom ba'r Hebek, ha du-hont en doa embannet e albom newez e 2012, raog mont da droiñ getoñ àr ar leurennow ag e vro newez. Setu eñv arru genomp bremañ, anwet ew LHBB (L'homme dont les bras sont des branches, goude LPPB e 2007, Le petit peuple du bitume), hag erfin e vo moaian deomp iwe her hlewed live, ba Naoned da skwer (sal Paul Fort, e mis Kala-Gouiañv). D'an oad a seizh vlez en doa komañset da soniñ ar gitar, sod ew ged Pink Floyd, ha dàet ew da voud ur soner ampart. Ur haner ag ar re wellañ ew iwe, e vouezh rust ha kreñv. Hag ur homponer fin ohpenn. Newazh n'ew ket anavet kement-se. Mod-sen eh a. Ar wezh-mañ hoazh en deus kenlabouret Daran ged saverion-posiow a-fesson : Miossec, Jérôme Attal, ha surtoud Pierre-Yves Lebert, un aoteur heb-e-bar hag a laboura getoñ a-houde pell. Assambl e sellant doh ar bed, doh an dud, doh an amser é pass, etre barzhoniezh Léo Ferré, kreñvder Noir Désir hag añgajamant Saez... Daran neus e stil-eñv, red ew hen anavoud, dre an albom-mañ hag ar re gent kement'rall ! JOHNNY HALLYDAY "L'idole des jeunes" in On stage (2013 . Warner) IGGY AND THE STOOGES "Burn" in Ready to die (2013 . Fat Possum) MALO "Requiem of happiness" in The old way (2013 . Atmosphériques) FLORIAN MONA "Le large" in Les héroïnes (2013 . HYP . L'Autre Distribution) CRYSTAL FIGHTERS "Wave" in Cave rave (2013 . Zirkulo) CRYSTAL FIGHTERS "Follow" (bomm) in Star of love (2010 . Zirkulo) DARAN "Une caresse une claque" in L'homme dont les bras sont des branches (2012 . Le Mouvement Des Marées) Liammow an deiz : > Daran ha > Malo > Iggy Pop > Florian Mona > Crystal Fighters > Johnny Hallyday
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio