àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 18 a viz Du 2024

Keleier ar vro d'al Lun 18 a viz Du 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel

Ar foetadenn en deus graet berzh e Sant Brieg

600 den mennet ‘oa deuet disul da redek ha da vale er Foetadenn, ‘ba St-Brieg. Evit ar wech kentañ eo bet aozet ar redadeg war-droad-se gant kuzul skoazell Diwan, da rastellat arc’hant. Ha graet ‘neus berzh an darvoud ! Kalz muioc’h a dud evit ‘pezh ‘oa raksoñjet ‘oa deuet da ruzañ o votoù en traoñiennoù St-Brieg, peadra da rastellat kalzig a arc’hant. Troiadoù a-bep live a oa : un hentad baleadenn drankil, gant skritelloù da dizoloiñ glad St-Brieg, peotramant un droiad da redek 10 km, hag un all eus 19 km. Hag e oa dav d’ar rederien ha rederezed esperniañ o startijenn peogwir e pigne hardi an hent e fin tout an droiad...Ur gêr a vo lâret diouzhtu gant Sesil Morvan, mamm ur skoliad, ha warlerc’h gant Margot Kerioù, skolaerezh, ha renerez ar skol an ‘ni eo.

Ur pennad kaoz gant Gwenvael Delanoe

Foar al levrioù e Gwengamp

E Bro Dreger bremañ ‘zo bet aozet un darvoud all da skoazell Diwan. A-hed an dibenn-sizhun, ‘ba Gwengamp, ‘zo bet gwerzhet kementadoù bras a levrioù eil-dorn. Marc’had-mat ar brizh : 4 euro ar c’hilo hepken. Kement-mañ a zo aozet gant kevredigezh skoazell skol Diwan Gwengamp, da rastellat ur sammad a arc’hant a vo implijet da baeañ an ATSEM ha da brenañ traoù evit ar vugale. Ha klev a rit eo dereat ar sammad a vez savet gant an oberenn-se, evel ma vo lâret diouzhtu gant Philippe Delo, a-berzh ar gevredigezh.

Ur pennad kaoz gant Gwenvael Delanoe


Ha da glevet ivez er c'heleier :

Keloù deus ar Brezel e Gaza

Kenderc'hel a ra Lu Israel e aloubadeg e Liban

Labourerien douar e fulor o deus adkroget gant ar stourm

Ur stourmer ekologour zo bet galvet gant an archerien da heul ar stourm a-enep raktres maengleuz traezh Saoudan.

Disoc'hoù krogadoù Rugbi ar vro

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio