àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em fenn - Gwener 15 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Gwener 15 a viz Kalañ-Gouiañv

Doéré ag ar prosez a oa b'An Naoned d'ar Yaou 14/11 evit kunujennoù feulz gounelleour ha gourdrouzoù lazhiñ enep kevredigezhioù e metoù ar bed brezhoneger: kastizet e oa bet Florian Méhat, evit torfedoù graet etre an hañv 2023 ha miz C'hwevrer 2024. Meur a zaol pellgomz en doa graet evit kunujenniñ an dud en tu arall, en o mesk gopradez Ti ar Vro Gwened Anne-Claire Quivijer, he doa douget klemm da heul. Evel e konte da Enora Molac (RBG) e oa disammet get disoc'h ar prosez.

Ar c'hunujenner hag ar reuziadez a oa er prosez Diriaou da noz. An aotroù Méhat, 39 vlez anehoñ, ag An Naoned, a oa chomet feal d'e vennozhioù killstourmer, un emzalc'h dichek getoñ a-hed ar prosez. Ti ar vro Gwened hag Anne-Claire Q. ne oant ket o unan da vout douget klemm eneptañ: kevredigezhioù Anef Ferrer (Sant Nazer); Frañs Palestin 44; LFI pe c'hoazh an embregerezh Saunier Duval ivez. Ouzhpenn a zo: Yezhoù ha Sevenadur hag an Ajañs Sevenadurel Breizhek o doa bet kunujennoù dre bellgomz ivez, met ne oa ket bet heuliet get ur prosez. E penn kommañs an enrolladenn-mañ e vez klevet Anne-Claire Quivijer (Ti ar Vro Gwened); Tangi Manac'h (Yezhoù ha Sevenadur); Alicia Thuau (ACB) ha Tangi Louarn (Kevre Breizh).

Adkavit ivez Saloñs Levrioù Breizh e Karaez get Loeiza Duigou, doc'h mikro Yann Boishrdy (RKB) ha Tomaz Laken; ha kronikenn War Hentoù an Antroposenn get Loeiz Belleg.

Keleier ar vro: Aodren Tréhin

Sonerezh an abadenn: Neshka

Buheziñ ha Teknik Avel em fenn: Enora Molac

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio