Keleier ar vro d'ar Yaou 14 a viz Du 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel
Keloù deus ar c'helenn brezhoneg e bro Kemper
Heuliañ a ra kumuniezh kumunioù Kemper Breizh izel a dost an niver a vugale enskrivet en hentadoù skoliatañ e brezhoneg. Dre vras e chom stabil an niver a vugale en hentadoù divyezhek, daoust ma zo bet un memestra un digresk eus 0,6% eus an niver a vugale enskrivet en hentennoù-se ar bloaz-mañ da geñver warlene. Tost 1200 skoliadez ha skoliad a zesk brezhoneg, eus ar skol-vamm betek al lise. Met n'eus klas brezhoneg ebet c'hoazh e tost div drederenn eus ar c'humunioù. Muioc'h a ditouroù gant Anna-Vari Chapalan, dilennadez en karg eus ar brezhoneg e kêr Gemper, Roland Martot, en karg eus an deskadurezh katolik divyezhek e Penn-ar-Bed ha Keven ar Fur evit ar skolioù Diwan.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas
Raktresoù tourioù avel nevez e Bro Dreger ha Kerne Uhel
Kalzig a raktresoù sevel tourioù-avel ‘zo war’r stern ‘ba Kreiz-Breizh ar mare-mañ. En Groñvel, en Laruan, Logivi-Plougras, Plounevez-Moedeg, Boulvriag, Bulat Pestivien, Kerpert, St Adrian… Evit lod ‘zo bet plantet ar peulioù dija, met raktresoù all ‘zo c’hoazh o talañ doc’h strolladoù annezidi ‘zo enep an efedoù fall a vo digaset gant an tourioù-avel, war al loened gouez, war ar sell hag ar girzher. Bet eo bet Gwenvael Delanoe da doullañ kaoz gant Liliane Thoraval, ‘neus bet displeget dezhañ, a-berzh ar c’henstrollad Vent Debout, perak ‘oa a-enep a raktres plantañ 6 tour-avel bras nevez e kumun St Konan.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe
Gallout a reer selaou ar pennadoù-kaoz amañ
Disoc'hoù Prosez Marine Le Pen ha skoazellerien an RN
Keloù deus ar brezel etre Ahel ar Rezistañs ha Stad Israel
Reuz a zo e Kurdistan an Hanternoz goude m'eo bet skarzhet maered gant ar gouarnamant
Pelec'h e vo kavet an arc'hant a zo da espern en departamantoù ?