àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 7 a viz Du 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 7 a viz Du 2024

Kinniget get Aodren Trehin

 

Raktres ad-goueziañ Wild Bretagne

Hag e vo a goadoù gouez ha naturel da vat e Breizh ? Setu ar c’hoant a zo atav get kevredigezhoù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’ober e jeu e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na kaset kuit ar gwez marv, ha difennet groñs e vo pesketañ pe jiboesat...
Ar gevredigezh Wild Bretagne a zo justawalc’h é klask sevel argant da brenañ 20 devez-arat a goadoù gant ar mennoz-se, ha soutennet eo evit en ober gant ur strollad naturourien arbenig war al loened bronnek. Splann ‘zo bet o teurel ur sell ar miz-mañ àr seurt raktresoù, a n’int ket evit plijout d’an holl ekologourien memes tra.

 

Un nozvezh Breizh Rock a vo aozet get an AFPS evit Palestinia

Spontus eo ar brezel zo etre Izrael hag an Hamas ! Palestinianezed ha Palestinianed o deus da anduriñ ar bombezennoù bannet war o bro, blokus o bro, an diouer a voued hag a louzoù ha dafar yec’hed a bep seurt. Se zo kaoz o deus afer bout skoazellet. Kevredigezhioù dre ar bed a bezh a glask kas peadra da dreistvevañ da dud Palestinia. En o zouez emañ an AFPS, Association France Palestine Solidarité. Ur skourr lec’hel zo e Montroulez. Gant an izili ‘zo savet un nozvezh Breizh Rock evit Palestinia. Dalc’het e vo digwener noz e Langolvas. Un digarez eo deomp da ginnig en- dro ar pezh eo ar gevredigezh AFPS gant Fabris Kadou, a zo ezel anezhi.

 

Komzet e vo ivez a:

-Dilennadegoù ar c'hongres er Stadoù-Unanet ouzhpenn da dilennadeg ar prezidant a zo ar mare-mañ

-Torret eo an aliañs bolitikel broadel e Bro Alamagn

-Un tamm kempenn emañ é ober ar Stad Saoz ‘barzh renkoù ar polis

-Un devezh harz-labour a vo graet get an SNCF

-Aet eo an trec'h get skipailh melldroad ar baotred a Vrest a-enep Prague

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio