àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Wakan Douar, ur gevredigezh troet war an natur

Wakan Douar, ur gevredigezh troet war an natur

Daou vloaz zo e oa bet krouet ar gevredigezh Wakan Douar e bro Vigoudenn. Fellout a ra d'he izili kizidikaat an dud war gwareziñ an natur, diorren al labour-douar bio pe c'hoazh ar sevel tiez ekologel. Ur seurt trede lec'h pe « tiers lieu » war ar maez eo. Krouiñ a-stroll, deskiñ ha treuzkas gouiziegezhioù a vez graet eno. Warlene e oa bet aozet eno ur staj war micherioù an treuzkemm ekologel evit an dud yaouank o deus poan gant ar skol. Ouzhpenn da-se e vez meret daouzek devezh-arat gante e Kerhastel, e Plouneour Lañwern. Marie-Christine Plouzenneg, a zo ezel eus Wakan Douar. Kontañ a ra deomp hiroc'h diwar-benn ar raktres-mañ.

 

 

Marie-Christine Plouzenneg a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. D'ar 17 a viz Du e vo aozet ur gwerzh dilhad eil dorn gant Wakan Douar e Plouneour Lanwern.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio