àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 04 a viz Du 2024

Keleier ar vro d'al Lun 04 a viz Du 2024

Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard 

 

Anv zo c'hoazh da sevel un Talaso 'ba 'n Arvor

Kenderc’hel a ra ar stourm en Arvor, Larmor-Plage, a-enep d’ar raktres da sevel ur greizenn talaso. Dec’h e oa ur vanifestadeg aozet a-gevret gant Les soulèvements de la terre hag ar c’holektif Stop Thalasso. Ur pik-nik àr an draezhenn hag un tennad hent war velo a oa evit mont ha dont a-stroll ‘oa aozet. Diouzhtu ur reportaj bet savet gant Aodren Trehin.

 

Lakaet eo an AME en arvar gant gouarnamant Bro-C'hall nevez

Ur raktres lezenn war an repuañ hag an embroiñ a zo adare evit ar bloavezh 2025, padal oa dija bet unan warlene. Ministr an diabarzh nevez, Bruno Retailleau hag an tu dehoù a fell dezho erlerc’hiañ an AME, da lâret eo an « Aide médicale d’Etat » dre an AMU, « Aide médicale d’Urgence ». Amelie a zo edukatourez ha labourat a ra en ur CADA 'ba bro Gwened, ur greizenn-bod evit ar repuidi. Selaouomp diouzh sav-poent unan bennak a vicher diwar-benn an AME. Emañ gant Aodren Trehin.

 

Gallout a reer selaou ar pennadoù-kaoz amañ

 

Ha da glevout ozuhpenn 'ba 'r c'heleier:

- Dilennadoù prezidant a vo 'ba USA warc'hoazh

- Dour beuz 'ba bro Valencia: en fulor emañ annezidi ar vro ouzh ar galloudoù foran

- Maia Sandu zo bet dilennet prezidantez Moldavia

- Muntr Samuel Paty: komans a ra ar prosez hudu 'ba Pariz

- Brest- Nizza: 40-29: BBH hand zo penn kampionad lig 1 maouezed c'hoazh!

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio