Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Here 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar beure mañ gant Erwan Blanchard
Serret e vo mediaoueg Kawan a-benn ar bloaz kentañ!
Serret e vo mediaoueg Kawan a-benn ar bloaz da dont. Setu an diviz ‘zo bet graet gant Departamant Aodoù An Arvor da geñver al levraoueg gouestlet penn-da-benn d’al levrioù ha dielloù en brezhoneg. Bez e vefe eus un diouer a dud oc’h implijout al lec’h, hervez ar strollegezh. Ur gwall-daol eo bet an diviz dic’hortoz-se evit tud Ti ar vro, ‘zo staliet er memes savadur, hag evit Visant Dubois, implijad ar vediaoueg. Emañ gant Gwenvaël Delanoë.
Bremañ e kaver produioù evit an amzerioù 'ba al liseoù 'ba Breizh
Penaos ha pelec'h kavout dafar evit an amzerioù pa vezer yaouank ? E tro 12 vloaz o deus ar merc'hed yaouank o amzerioù evit ar wech kentañ. Ha dre ma tegemer ar skolajoù hag al liseoù merc'hed yaouank e kaver muioc'h mui a zasparzherioù produioù digoust evit an amzerioù eno. Ouzhpenn da-se emañ Breizh er penn a-raok. Ur milion a euroioù a zo bet postet evit staliañ dasparzherioù e 205 lise er bloavezhioù tremenet. Tost 3 milion a serviedennoù hag a damponioù a zo dasparzhet evel-se d'an unnek-ha-tri-ugent mil liseadezed a zo e Breizh. Morgane Bramoulle e Radio Kerne, a oa bet o c'houlenn gant liseadezed ha liseidi Brizeux e Kemper petra 'oa o soñj war an dasparzherioù-se, ha klask kompren m'eo ur sujed tabou c'hoazh an amzerioù evit ar re yaouank hiziv an deiz.
Ar pennadoù-kaoz zo da selaou amañ
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :
- Budjed ar Surentez Sokial: krennet e vo gwirioù ar gargidi!
- N'aio ket an SNU war diorren.
- Morgaolioù a leizh zo 'ba traezhennoù zo 'ba Kerne Izel.
- Ha levezonet eo bet an dilennadoù 'ba Bro Jeorjia gant Russia?
- 12 000 soudard eus Korea an hanternoz kaset da vrezeliñ ouzh Ukrena.
- Deputeed ar C'hnesset 'neunt votet un destenn evit mirout ouzh an UNRWA labourat 'ba Izrael.
- Tour de France ar maouezed a loc'ho eus Gwened d'ar 26 a viz Foenn 2026.