Avel em fenn - Gwener 25 a viz Gouel-Mikel
Festival ar filmoù ha videoioù ag an donvor a zo kroget e Trebeurden. Tem arblez-mañ a zo an takadoù gwarezet e-dan gorre an deur. Muioc'h get Gerard Raoul àr an darvoud, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB).
Nag un taol spontus graet d'ar radiooù kevredigezhel ma vehe digresket an FSER (Fonds de Soutien à l'Expression Radiophonique). Ma vez kaset beteg penn ar raktres lezenn finañs 2025 èl kinniget e penn kommañs ar miz get ar c'hetañ Ministr Michel Barnier, e vo lakaet razh budjedoù ar bed sokial da zigreskiñ kalz. Perak e vehe ur skoilh bras evit hor radiooù? Ar respont a-hed ar sizhun mañ get Alan Kloareg prezidant BhS, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB). Setu 5vet tamm an eskemm.
Adkavit ivez Doc Radio bro Gwened (Loeiz Belleg ar fizikour) hag un tamm tro dre ar bed get an elfennnoù kimiek.
Keleier ar vro hag ar bed: Anton burel hag Aodren Trehun (Radio Kerne e Roazhon)
Avel em fenn: anim ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG e Pondi.