àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

C'hwezh an Deiz 25/10/2024

C'hwezh an Deiz 25/10/2024

-Tañva RODEIER Yves Le Gac

E miz-Kerzu 2021 e oa graet e soñj gant ar prezidant Emmanuel Macron d’ober koñje d’an istorourien da zigeriñ dielloù brezel an Aljeri. N’eus ket amzer da goll, peogwir ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anavezet ar brezel-se. Diaes a-walc’h eo da lod memes kontañ deus ar pezh o doa gwelet du-hont, kement-all a vizer evel m’o doa bet e-pad o amzer-servij.

-Musca' noz
Kelc'h Keltiek Klisson a ginnig deoc'h evit an navet gwech ar Musca'noz.
Hélias Burel - Bordais, ezel eus ar gevredigezh a zispleg hiroc'h deomp.

War roudoù an Dinozored: Beaj Arlo (Marianne Vaidie)

-Louis Spinec, a-orin deus Enez Sun, zo bet kabiten a vor. Klevet e vez alies, diwar-benn SNSM Dz, evel prezidant, pe diwar-benn Distro en Baie. Er bloavezhioù 2000-2003, araok bezañ war e leve, e kase ekipajoù pesketaerien e Mor an Inizi Kerguelen.

-Daou vloaz zo e oa krog ar c’hentelioù brezhoneg e skol-veur Naoned en-dro goude un harz a gazi 20 vloaz! Visant Roue a gas ar c’hentelioù eno met nevezentioù zo avat ha lâret a ray hiroc’h deomp. (ouzh mikro Liza Jakez-Vargas)

-Per Miñs-Pegailh, mediaoueger en Erge-Vras, a-benn kinnig ur c’hoñsert a vo roet dimeurzh eno, en-dro d’an danevell ‘An den a blante gwez’

-Sonerezh: Brieg Guervenno 'Ar spilhenn'/ Socalled 'These are the good old days' / Eric Menneteau & Erik MArchand 'Son ar vot' / Kreiz Breizh Akademi #7 ''Ar berlenn'' / Fontaines DC ''Bug'' / The Rolling Stones ''Get off of my cloud'' / NDiaz & Fleuves ''Sous la Canopée''

 

C'hwezh an deiz

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio