àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - Lun 21 a viz Here

Avel Em Fenn - Lun 21 a viz Here

En arvar emañ ar radioioù  ba Frañs a-bezh abalamour d'ar raktres lezenn

finañs  gouarnamant Barnier : tennet e vefe 10 million a euroioù eus o

budjed, da lavaret eo ne vefe ket mui tapet arc'hant digant an FSER, ar

"Fonds de Soutien à l'Expression Radiophonique Locale". Alan Kloareg,

prezidant Brudañ Ha Skignañ, a ra war-dro ar  pemp radio e brezhoneg, a

rein displegadennoù.

 

An Daou Dangi, Tangi Merien, komedian,  ha Tangi Le Gall-Carré,  soner

akordeoñs, a ginnig "Ar Boufon hag an ozac'h", un arvest gouestlet d'ar

vugale, leun a fent ha startijenn. Ha soñjet o deus  embann anezhañ gant ar

stal-embann Timilenn.  Penaos  eo bet aozet al labour ?

Muioc'h gant Tangi Merien.

 

Marion ar Faoued, un dudenn mil anavezet e Breizh , ur seurt vojenn, pell eus

ar wirionez. Setu ar pezh en deus c'hoant diskouezh ar rann eus an heuliad

"Istor Livet",produet gant Brezhoweb. Florian Grouin a ginnig ar rann-mañ.

 

Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehen ha Metig Jakez-Vargas

Teknik an abadenn : Mael Crenn ha Gweltaz Heno

Buheziñ : Yann Boishardy

 

 

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio