àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 21 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'al Lun 21 a viz Here 2024

Embannet eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel


Manifestadeg e Lannuon e Kengred da Balestina


Dibaoe ur bloavezh, kazi bop ‘zhun ‘ba Lannuon, e vez klevet ar memes luganioù er straedoù. Disadorn, c’hoazh hag adarre, ‘zo bet manifestet gant ur pevar-ugent den bennak evit souten ar bobl palestinian ‘zo o c’houzanv ar bombezennoù tennet e-leiz war Gaza gant arme Israel. Ha n’eo ket peogwir eo aet war ledanaat ar brezel en Liban ha Siria bremañ e talv e vo paouezet gant ar vanifesterien ha manifesterezed da dibuniñ er straedoù, ‘vel ma vo lâret deomp dustu gant Klaod an Intañv, a-berzh kevredigezh Kengred Frañs-Palestine Bro Dreger.

 

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe

 

An Annexe, tavarn kevredigezhel nevez Gwengamp

 

Sed aze ul lec’h nevez en Gwengamp, digor d’an holl ha gant ar pal lak tud a bop-seurt da gejañ ouzh tud all. Ostaleri kevredigezhel an ANNEXE ‘zo en kreiz-kêr tout, hag-e-mesk an darvoudoù lieseurt a vez kinniget el lec’h, e kaver novezhioù en brezhoneg, evel ‘pezh oa bet dalc’het digwener tremenet. Adkavet ‘meump Divi Alliot-Toupin war’r blas.

 

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe

 

Gallout a rit selaou ar pennadoù-kaoz amañ

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Keloù deus ar Brezel etre Russia hag Ukraina

- Gwerzhet e vo an Doliprane d'ur font leve amerikan

- Ur park rannvroel nevez a zo e Breizh, Park rannvroel Traonienn ar renk - Aod an Emrodez

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio