Larsen ha mediator 135 : Ar rock dengar er bloavezhioù 80, Band aid hag ar re all
«Me zo lodek e nouspet aozadur karitezel ha diazezadur, krouet ‘m eus kampoù hañv, beb bloaz e plantan miliadoù a wezennoù gant bugale, kemer a ran perzh e programmoù dizeñtoksekaat, hag all hag all, me zo koulz lavaret ur seurez Tereza gant ur pich», setu ar pezh a zisklerie Ted Nugent e 2002. Laoskomp anezhañ da fougeal, kas a ran soñj deoc’h e oa ivez a-du krenn gant ar gondaonidigezh d’ar marv ha gant ar gwir da bourmen gant un arm. Met perak e komzan deusoutañ neuze ? Feiz ‘vat, hiziv e Larsen ha Mediator e pledomp gant ar rock dengar, ar rock «humanitaire» e galleg flour, hag en domani-mañ ivez e talvez ar c’hrennlavar
Anez ober, prezeg aner
Kentañ prezeg a zo ober
Playlist :
- George Harrison : Bangla desh
- Rockestra : Lucille
- Ultravox : Hiroshima mon amour (foñs son)
- The Boomtown Rats : Someone ‘s looking at you
- Band aid : Do they know it’s christmas ?
- Northern Lights : Tears are not enough
- Hear ‘n Aid : Stars
- Spitting Image : We're Scared Of Bob (tennad son eus an abadenn spitting Image krouet gant Peter Fluck, produet gant ITV Central
- The Ramones : Something to believe in
An dud klevet aterset en abadenn a zo tennet eus an teulfilmoù
- Live Aid. Against All Odds, produet gant BBC2
- The Band Aid Story, sevenet gant Andy Baybutt e 2004
Levrlennadur :
- Les années 80, PopUp ! Hors-série n°1 - Embannadurioù Diverti