àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleir ar vro d'ar Gwener 11 a viz Here 2024

Keleir ar vro d'ar Gwener 11 a viz Here 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Korventenn Kirk : ar c'hleuzioù, un ostilh da dalañ ouzh an taolioù barr-amzer

Aterset eo bet Saïg Jestin gant Anton Burel, da zisplegañ deomp peseurt efedoù 'neuint ar c'hleuzioù war ar vro pa vez glav pill hag avel spontus. Barrek int da herzel an dour da redek betek re, ha da dalañ ouzh an avel.

 

Gouloù betek re e pad an noz

Abaoe 2008 e vez aozet bep bloaz Devezh an Noz, evit kizidikaat an dud hag ar c'humunioù deus ar saotradur graet gant ar gouloù. 'Blam da c’houloù chomet war enaou 'pad an noz ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a amprevaned. Ken fall eo evit an amprevaned hag ar pestisidoù. Padal e rafe d'ar c'humunioù ha d'an embregerezhioù espern arc'hant lazhañ ar gouloù deus noz. Met skoilhoù 'zeus c'hoazh. 6% muioc'h a c'houloù noz zo bep bloaz en Europa hag e Amerika an Hanternoz. Se zo kaoz vo aozet Devezh an Noz disadorn e Kemper gant ar gevredigezh steredoniezh Loar Gann. Dominique Merien deus Loar Gann a zo deus mikro Morgane Bramoullé.

 

Kaoz e vo ivez eus :

- Priz Nobel nevez al Lennegezh

- Soudarded an ONU bet taget gant arme Israel en Liban

- Digresk spontus an niver a loened gouez

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio