àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em fenn - Yaou 10 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Yaou 10 a viz Gouel-Mikel

Muioc'h a emrennerezh evit Breizh, a c'hellehe bout ur perzh bras e diskar ar servijoù yec'hed er vro. Diaesterioù bras a vez bevet get trumadoù ospital Karaez, hag a benn Disadorn àr-an-dro get ar vanifestadeg (11e30) e vo aozet un devezh prederiadennoù get Breizh Mestr, Breizh Impacte hag ar bonedoù ruz. Yann-Klaod ar Ruyet a zo ezel Breizh Mestr a zo bet aterset get Maëlle Ausias (RKB).

 

Tomaz Frankiz hag ar mor bras a zo anv teul-film Ronan Hirrien. War hirr dermen en deus heuliet ar skipper yaouank Tomaz. Muioc'h get Mael Gwenneg, rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh. Tañva son tennet ag ar skignadenn àr FR3.

 

Yuniñ a c'hell bout mat hag ober an diforzh evit naetaat ar c'horf, met emañ ret diwall mat. Evit ar medisin Alan Goulwen ne faot ket en ober pa vezer klañv. Muioc'h getoñ ha Jean-Yves Broudig e 4vet tamm an heuliadenn Pennad-kaoz ar sizhun. 

 

 

Keleier ar vro hag ar bed: Gwenvael Delanoe (dre-eeun a studio RKB e Gwengamp)

Avel em fenn: anim ha teknik get Enora Molac (dre-eeun ag RBG e Pondi)

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio