àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 10 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 10 a viz Here 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

 

Talvoudus eo ar c'hleuzioù a-enep d'ar gwall-amzer

Tremenet eo ar gorventenn Kirk e Su Breizh, dreist-holl e Bro Raez e kreisteiz Naoned...Glav puilh ha dour beuz zo bet b’ar c’hêrioù kenkoulz hag ar maezioù, pevar ugent mm a zour zo bet ba straedoù Kerverner-Raez da skouer. Div hent warn-ugent a zo bet serret e Liger Atlantel dec'h da noz. Ha gwashoc’h gwashañ ‘vo en amzer dazont blam da dommadur an hin, da lavaret eo muioc’h a gorventennoù, ha reoù kreñvoc’h kreñvañ. Met penaos en em zifenn a-enep an darvoudoù-se ? Saig Jestin en deus krouet Skol e bro Dreger. Ur benveg dreistordinal eo evit disteraat efedoù spontus ar c’horventennoù.

 

 

Lizher kelaouiñ Splann

Evel bep miz e lakomp ar gaoz berr-a-berr war lizher kelaouiñ Splann, ar media enklask dizalc’h en linenn. Hag e miz Gwengolo, e-touez sujedoù all, ‘zo kaoz eus gouarnamant nevez Michel Barnier, ha dreist-holl eus ministr nevez al labour-douar.

 

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Skoet eo bet Florida gant an tourmant Milton dec'h da noz

- Dont a raio an trenioù da vezañ publik en dro er Rouantelezh-Unanet

- Tamallet eo Aurore Bergé, bet ministrez ar Familhoù, da vezañ graet testennioù faos e afer ar magourioù prevez

- Tenn e vo an divizoù war ar budjed er Parlamant

- Votet eo bet ar skoazell dreist-ordinal 200 000e evit Diwan gant ar Rannvro

- Ouzhpenn 3000 tonelad bezhin glas a zo bet dastumet war traezennoù Bae Douarnenez ar bloaz-mañ

- Gallout a rafe an uzin michelin serriñ e Gwened en amzer da zont

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio