àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 9 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 9 a viz Here 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel.

 

Harz Labour ba Skolaj Sizun

 

Kelennerien, kasourien, skolajidi ha kerent skolaj Sizun zo en harzh labour ! N’eo ket niverus awalc’h an niver a dud deuet evit ober war dro ar skolajidi. Un hanter blas labour kasour zo bet tennet en distro skol. Peadra da lakaat diaes mont en dro ar skolaj Val an Elorn zo ‘ba Menez Are. Dec’h da noz ‘oa aozet ur vanifestadeg ‘ba antré ar vilajenn evit displegañ da boblañs ar vro an diaesamantoù sko ar skolaj. Matthieu André zo kelenner ha sindikalour SNES-FSU 

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Kanaouennoù dastumet e bro Dreger hag e bro Oueloù a vo diskoachet fenoz e Ti ar vro Kawan

 

Fenoz, en Ti ar vro Kawan, vo lakaet war-well teñsorioù nevez bet diskoachet gant Bernard Lasbleiz. Kavet ‘neus kanaouennoù kozh oa bet dastummet en Bro Dreger ha Goelo pell ‘zo, en naontekved kantved. Peadra ‘zo da dizoleiñ pochoù dianevezet, met ivez dastumerien a n’eo ket bet graet biskoazh anv dioñte betegen. Hiroc’h lâret gant Bernard Lasbleiz

 

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe

 
Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Korventenn Kirk a zo erruet e Breizh

- Korventenn ar c'hantved a zo oc'h erruout e Florida

- Keloù deus ar brezel etre Liban ha Stad Israel

- Mont a ra ar rusiz war raok en Donbass

- N'eo ket deuet a-benn an tu kleiz da vouezhiañ ar mennad disfiz ouzh ar gouarnamant hag eztitladur ar prezidant Makron. 

- Dalc'h Kuzul Rannvro Breizh a grogo hiziv

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio