Keleier ar vro d'ar Meurzh 8 a viz Here 2024
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
Ur festival gouestlet d'an natur ha d'an arzoù
Ur festival hag a ra al liamm entre an natur, ar yezh, ar c’hontadennoù hag ar sonerez. Sed aze ‘pezh a ginnig ti an douristelezh Kreiz Breizh d’an dud a-hed miz Here, dre e festival « Diskar-amzer kaer ». Bep dibenn-sizhun e vo kinniget abadennoù liesseurt, en Paole, Melioneg, Tremargad, Larruen hag en Berrepoz. Klevet e vo diouzhtu doc’h mikro Maelle Aussias Goulven Gentil, a-berzh ti an douristañ, ha Dominique Jouve, soner treujenn-gaol mil-anavezet a ‘zo o vont da ginnig deomp e abadenn
Istor Breizh kontet war an ton bras
Gant Breizh Odyssée, zo staliet ‘ba Landevenneg, zo bet krouet un ti-embann. Ha kerkent ‘neus divizet ar greizenn istor asambles gant ar gevredigezh « Istor ha glad Breizh » embann ul levr diwar-benn Istor Breizh : Istor Meur Breizh… Ul levr hollek da reiñ alc’hwezioù da c’hoût ha da gompren istor ar vro. Andre Lavanant zo prezidant « Istor ha glad Breizh » ‘neus displeget hiroc’h da Erwan Blanchard.
Kaoz 'zo ivez eus :
- Dilennadegoù prezidantel en Tunizia
- Ar brezel en Liban ha Gaza
- Sifroù an energiezh hag al lastez en Breizh
- Dleoù J.M. Le Pen da Barlamant Europa : 300 000 €