Ober sport gant ar re gozh e Ehpad Kraon
D'ar 24 a viz Gwengolo tremenet e oa bet lakaet ar gaoz e Frañs a-bezh eus kudenn Ehpadoù, a vez diaes dezhe kavout an arc'hant ret evit mont en dro. Deus an tu all e kresko kalz poblañs an dud kozh adalek 2030. Ha dre-se e kresko kalz ivez an niver a dud kozh n'hallont ket bevañ er gêr ken , peogwir n'int ket emren a walc'h mui. E Ehpad Kraon e vez kinniget kentelioù sport d'an dud kozh, 'vit ma chomfent yac'h. Eno he deus Yuna Moysan labouret 'pad ur bloaz, o kinnig kentelioù sport d'ar gozhidi. Sportoù azasaet da bep hini evel just evit degas startijenn dezhe. Kontañ a ra hiroc'h deomp war he micher.