àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

800 a dud e straedoù Kemper a-enep da gouarnamant Barnier

800 a dud e straedoù Kemper a-enep da gouarnamant Barnier

Gervel a rae tri sindikad (CGT, FSU ha Solidaires) d'ober harz-labour hiziv. Manifestadegoù a oa e Frañs a-bezh neuze, e tost 200 kêr disheñvel hervez ar CGT. Gervel ar rae ar sindikadoù asambles gant luskadoù studierien da vanifestiñ a-enep da ouarnamant nevez Michel Barnier met ivez evit kreskiñ ar goproù ha skarzhañ kuit reform diwezhañ al leveoù. N'eus bet embannet sifr ebet c'hoazh war an niver a dud a zo bet o vanifestiñ e Frañs. Tro 700 den a zo bet e Sant-Brieg, etre 1000 ha 2500 a vefe bet e Brest, 2500 e Naoned pe c'hoazh 3000 e Roazhon. E Kemper e oa en em vodet un 800 bennak a dud, kalzig a liseidi en o zouez. Sklaerenn Noizel, skolaerez, a oa unan eus ar re gentañ oc'h en em gavout plasenn ar Rezistañs. Selaouomp anezhi.

 

 

Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Da heul Sklaerenn Noizel ho peus klevet ivez Etienne Emily, a oa e mesk ar vanifesterien.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio