àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lid digeriñ Kêriadenn Muzik Breizh en Bear

Lid digeriñ Kêriadenn Muzik Breizh en Bear

Evit ar wech kentañ neuint gellet tud Bear gwelet dorioù an abati-kozh digor !

Lidet e oa bet dec’h goude-merenn en abati kozh Bear raktres digeriñ Kêriadenn Muzik Breizh. Ur raktres a-gozh, a zo o vont da wir, gant ar pal kreizennañ un tamm mat eus ar pezh a gaver en hon sonerezh. Ul lec’h labour evit ar sonerien ha sonerezed a vicher koulz hag an deraouidi, ul lec’h a roio an tu da dud ar vro koulz ha d’an estrañjourien dizoleiñ un tamm mat eus hon sevenadur.

Mirdi, skol muzik, dielloù, ti evit ar c'hevredigezhioù, oditorium... Ar pal eo digeriñ da vat ar savadurioù, goude al labourioù ret, a-benn 2030. An holl gevredigezhioù 'zo pedet da zizoleiñ al lec'h ha da gemer perzh er raktres, 'zo paeroniet gant Alan Stivell.

Gwenvael Delanoe ‘oa bet oc’h heuliañ al lid digeriñ, ‘zo bet lañset gant Julien Cornic, a-berz Ti ar vro Treger-Goueloù.

Prenet eo bet ar savadur gant Gwengamp-Pempoull Tolpad Kêrioù ha da di-kêr Bear. Memes tra e chom c’hoazh bern labourioù da gas da benn. Hag ouzhpenn Kêriadenn Muzik Breizh a vo staliet er savadurioù, ken bras eo an dachenn ! Servijoù an ti-kêr a dilojo barzh sañset, hag e vo savet lojamantoù evit an dud ivez. Pep tra en kreiz-kêr Bear.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio