Lid Kolier an Erminig a vo disadorn e Argantred ar Genkiz
Deomp ba Breizh ar reter bremañ lec’h ma vo dalc’het disadorn un darvoud meur, Lid Kolier an erminig. Bep bloaz e vez enoret ar re neun stourmet evit ar vro, ar yezh ar sevenadur, ar bobl pe c’hoazh an endro, hag a lak war well Breizh. An enoradenn-mañ a zo bet savet gant Yann ar bevare Dug Breizh goude emgann an Alre e trizek kant unan ha pevar ugent ha lakaet e plas en dro er bloavezhioù dek ha tri ugent. Ar bloaz-mañ e vo degemeret 4 den e Urzh an Erminig, Lukian Kergoat bet Kelenner ar skolioù meur e kevrenn vrezhoneg Keltieg skolveur Roazhon 2, Saïg Jestin neus stourmet kalz evit saveteiñ ar c’hleuzioù e Breizh, Eamon O Ciosain a zo kelenner ar skolioù meur, iwerzhonad anezhañ hag en deus labouret war al liammoù etre Breizh ha Bro Iwerzhon. Irène Frachon a vo erminiget ivez, stourmet he deus kalz evit ma vefe anveet ha sikouret an dud a zo bet roet dezho lousoù fall kenañ ar Mediator. E Argantred ar Genkiz e vo dalc’het ar bloaz-mañ dindan intrudu ar Maer Jean Noël Bevière … Selaouomp diouzhtu Lena Louarn Kanselerez Urzh an Erminig ha Sten Charbonneau a lusko an abadenn…
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel