àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - Meurzh 1 a viz Here

Avel Em Fenn - Meurzh 1 a viz Here

Elouan Ar C'houlz ha Kaorentin An Dalvay, izili eus ar strollad War-Sav, a displeg deomp  petra a dalv enrollañ ur bladenn war-eeun ha penaos e vez paeet an enrolladenn gant an arc'hantaouiñ a-stroll, da lavaret eo ar "crowdfunding".

Deus arc'hant e vo kaozeet ivez gant Anne-Sophie Bratz hag Yves-Marie Derbré Salaun, eus Diwan. Diazamantoù a zo gant ar rouedad : Kresket ar prizioù dre vras met n'eo ket kresket ar gounidoù, en o mesk ar yalc'hadoù...Aterset in bet an daou den gant Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.

Ne vo ket ar memes golo gant ar gelaouenn Bretons, ar miz-mañ. Perak ha penaos ? Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez enni.

Keleier : Gwenvael Delanoe

Buheziñ : Yann Boishardy

Teknik : Gweltaz Heno

 

 

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio