àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Tamallet eo bet d'an ensavadurioù lec'hel dispignout re!

Tamallet eo bet d'an ensavadurioù lec'hel dispignout re!

Nevez zo e oa bet lakaet an ensavadurioù lec’hel kaoz e vo kleuziet an toull zo ‘ba kontoù ar Stad. Tamallet eo bet dezho kreskiñ o zispignoù pell re ha dreistholl ‘vit paeañ ar gargidi o deus da gas poltikerezhioù an ensavadurioù lec’hel se ‘pe vefe ar rannvroioù, an departamantoù, ar c’humuniuezhoù-kumunioù hag ar c’hêrioù. Hervez ul lizher a oa bet embannet gant Bruno Lemaire a oa ministr ar budjed betek kreiz ar miz mañ e c’hallfe bout gwashet koll ar Stad eus 16 miliard a euroioù gant an ensavadurioù lec’hel… Koulskoude pa vez ur c’holl a 155 miliard a euroioù ar bloaz gant ar Stad e vez kollet 5 ,5 miliard a euroioù gant an ensavadurioù lec’hel "hepken"… Ne gomprena ket Yannig Robin, maer Plougerne, seurt tagadennoù dreistholl pa oarer e rank an ensavadurioù lec’hel votiñ budjedoù kempouezhet. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio