Nec'het eo bed ar c'helenn e brezhoneg gant Anne Genetet
Dibab Anne Genetet er post Ministrez an Deskadurezh Stad n'eo ket evit plijout d'an holl. Sabatuet eo kevredigezhioù Diwan, Div yezh, Divaskell, Kevre Breizh ha Kelennomp gant ar c'heloù-mañ, rak ouzhpenn kaout nebeud-tre a skiant prenet war deskadurezh e oa savet hi a-enep al lezenn Molac. Muioc'h a ditouroù gant Ronan Kerbiked eus Kelennomp. Aterset e oa bet gant Metig Jakez-Vargas.